Jestin, pe Iestin, pe Iestyn, pe Stinan e kembraeg (Justinian e saozneg, Justinus e latin), a oa ur manac'h eus Breizh hag a reas e annez en Ynys Dewi, e Sir Benfro, war-dro ar bloavezh 500, gant un nebeud diskibled dezhañ, pa oa bet roet an douar-se dezho gant sant Dewi.
Hervez ar vojenn e oa ur Breizhad a renk uhel, aet da vanac'h, hag o penediñ en enez pa deuas sant Dewi d'e gaout.